home mix zerrenda

les ramoneurs de menhirs

Les Ramoneurs de Menhirs zo ur strollad punk brezhonek bet savet e 2006

les ramoneurs de menhirs

Savet eo bet ar strollad e 2006. Goude un nebeud sonadegoù ec'h enrollont ar bladenn studio gentañ, 'Dañs an diaoul'. Ar ganerez Louise Ebrel, merc'h Eugénie Goadeg anezhi, a vez klevet e-barzh meur a ganaouenn en albom. Ar Ramoneurs de Menhirs a gemer perzh e-barzh gouelioù meur etrekeltiek an Oriant. E miz Genver 2008, e reont ur droiad dre Europa (Bro-Skos, Bro-Frañs, Bro-Suis). E miz Ebrel e ya ar maout ganto e kenstrivadeg Kan ar Bobl, e-barzh rummad ar strolladoù sonerezh. E miz Ebrel 2010 e savont un eil pladenn, «Amzer an dispac'h» hec'h anv. D'an 10 a viz Mae e oant e Roazhon o seniñ dirak an dud kanaouenn 'ofisiel' Ar Redadeg. Dibar a-walc'h eo dre ma vez mesket enni gitar-tredan punk ha boest-lusk Loran asambles gant ur c'houblad binioù-kozh/bombard ha sonioù hengouneloc'h. Gwech an amzer e pedont arzourien a bep seurt da seniñ ganto : Louise Ebrel, Gilles Servat, bagad Kemper, bugale ar skolioù brezhonek da geñver ar Redadeg 2010... Daoust dezho implijout sonioù kozh e vez modern a-walc'h temoù o c'hanaouennoù : enno e klever pozioù diwar-benn saveteiñ koad Breselien, Nicolas Sarkozy hag ar gevredigezh c'hall a-vremañ, ar stourmoù sokial, ar stourmoù evit adunaniñ Naoned ouzh peurrest Breizh ha kas ar brezhoneg war-raok, gwirioù Indianed an Amerik, ar gwir da vutuniñ drammoù zo... Plijout a reont kenaén d'ar re yaouank, d'ar re gozh avat e vez diaesoc'h chom da selaou sonerezh ken trouzus.

loturak

http://www.ramoneursdemenhirs.bzh https://br.wikipedia.org/wiki/Les_Ramoneurs_de_Menhirs https://fr.wikipedia.org/wiki/Les_Ramoneurs_de_menhirs

les ramoneurs de menhirs punk irratian

amzer_an_dispach

amzer an dispach

    auschwitz planete · breizhistans · if the kids are united · la blanche hermine · marijanig · menez daou · menez unan · oy! oy! oy! · tamm kreiz · unnek gwezh · yaateeh ·
breizh_anok

breizh anok

    bell a.r.b. · fuck the system · les grands nigauds · oir ha tan · oy! oy! oy! · pach punk · porcherie · porzh ar miraklow · space galetenn · sucks ·
dans_an_diaoul

dans an diaoul

    bellarb · captain kirk · dans gwadek plinn · edan ur blez laride · k.a-an dro · na gast na matezh gavotte pourlet · nomades · vel un tour-tan gavotte dhonneur · vive le feu · yaw ha yaw ha yaw an dro ·
tan_ar_bobl

tan ar bobl

    ar paotr disours · ar weenn-avalow · azawad dieub · exarhia · hir ew genin · ibrahim · makhnovtchina · ni veway · pussy riotal · son ar gewier · viva la revolution ·